Ion Antonescu (Pitești, 15 Mezheven 1882 - prizon Jilava, 1añ Mezheven 1946) a oa un ofiser ha politiker eus Roumania. E penn armeoù Roumania e voe hag e penn ar stad eus 1940 betek 1944, gant an titl conducătorul statului ("levier ar stad").
Ezel eus bodad-stur arme Roumania e voe e-pad ar Brezel-bed Kentañ. Etre 1922 ha 1926 e voe kargad a-berzh an arme e kannati Roumania e Pariz, hag e Londrez da c'houde. E 1937 e voe anvet da jeneral, e penn bodad-stur an arme. Ha goude-se e voe anvet da vinistr ar Brezel e gouarnamant Octavian Goga, ur gouarnamant eus an tu-dehoù hag enep-yuzev.
E deroù 1938 e voe divodet ar gouarnamant gant ar roue Carol II, a savas ur renad anvet "karlouriezh" a oa un doare diktatouriezh met a stourme ouzh nerzhioù an tu-dehoù pellañ. Bac'het e voe Ion Antonescu e manati Bistrița, er C'harpatoù. Feal e chomas renad Carol II d'an emglevioù a oa gant ar Rouantelezh-Unanet ha Bro-C'hall. Goude kiladeg armeoù an div stad-se dirak re an Trede Reich, e miz Mezheven 1940, e voe didammet Roumania gant an Nazied. Besarabia a voe roet d'an Unvaniezh Soviedel, ul lodenn vat eus Transilvania a voe roet da Hungaria hag un tamm eus Dobroudja e voe lezet gant Bulgaria. 40% eus douaroù Roumania a voe tennet diganti.
Neuze e voe anvet Ion Antonescu da gentañ ministr ha ren a reas ar vro, gant skoazell faskourien ar Gward Houarn, adalek Gwengolo 1940. Lakaat a reas ar roue da reiñ e zilez hag en em envel a reas Conducător d'ar 14 a viz Gwengolo. E miz Genver 1941 e klaskas ar Gward Houarn ober un taol-stad, met flastret e voe ha diwar neuze e renas Antonescu war ar vro e-unan, e penn un diktatouriezh renet gant an arme. Ouzhpenn bezañ Kentañ Ministr e oa ivez ministr an Aferioù diavaez ha ministr an Difenn.
Evit adtapout an douaroù kollet gant Roumania e tuas Ion Antonescu gant Alamagn Adolf Hitler hag Italia Benito Mussolini ha disklêriañ ar brezel d'an Unvaniezh Soviedel. Mont a reas soudarded rouman d'en em gannañ gant an Alamaned da aloubiñ an Unvaniezh Soviedel. Dindan ren Antonescu e voe lazhet ouzhpenn 300 000 a Yuzevien hag ouzhpenn 20 000 a Romed.
Daoust ma oa krog Antonescu da gaozeal gant ar Gevredidi en hañv 1944, pa wele e oa an avel o treiñ, e c'hoarvezas un taol-stad a-enep dezhañ, renet gant Mikael Iañ, d'an 23 a viz Eost 1944. Kaset e voe an diktatouriezh d'an traoñ. Harzet e voe Ion Antonescu, barnet, kondaonet d'ar marv ha lazhet d'ar 1añ a viz Mezheven 1946.